Un abadenn er Chapel Nevez !

Un abadenn er Chapel  Nevez !

D’ar Meurzh 01 a viz Even e oamp bet d’ar Chapel Nevez.
Desket hon eus kalz a draoù diwar-benn an Natur.

Da gentañ, hon eus evezhiet loened ur poullig-dour: nadozioù-aer, penndologed, gweronelled ha raniged. Livioù brav a oa gant an nadozioù-aer!

Goude-se hon eus desket traoù diwar-benn ar wezenn-avaloù: eus an had betek an aval! Pouezus eo kaout gwenan evit bleunioù ar wezenn-avaloù.

Graet hon eus ivez ur c’hoari “Divin petra zo e-barzh ar seier?”. Tri sac’h a oa: unan gant delioù sec’h, mez ha tammoùigoù koad, unan all gant delioù glas hag unan gant douar bev. Komprenet hon eus e vez treuzfurmet an traoù-se gant ar glav hag al loenediged. Int a laka pep tra da vezañ drailhet munut-munut!

Evit echuiñ hon eus studiet loenediged: ar re 6 pav (amprevaned); ar re 8 pav (araknided) ; ar re 14 pav (kresteneged); ar re muioc’h evit 14 pav (krabaneged); ar re korf blot un troad (blotviled). Ouf! Nag a bavioù!
Klasket ha treset hon eus un nebeud anezho.
Al loened-se o deus ur rol bras e-barzh ar chadenn emvagañ. Ma vank unan e c’hell pep tra difaragoellañ! Pouezus eo kaout doujañs outo.

Mael, an animatourez he deus displeget deomp tout an traoù-se.
Trugarez dezhi! Mat-tre e oa hon abadenn er Chapel Nevez!!!

Rentañ-kont savet gant skolidi klas 2 ha 3

Le mardi 01 juin, nous sommes allés à Chapelle-Neuve.
Nous avons appris plein de choses à propos de la Nature.

D’abord, nous avons observé les animaux de la mare: libellules, tétards, tritons et grenouilles! Les couleurs des libellules sont jolies!

Ensuite, nous appris des choses sur le pommier: de la graine à la pomme! Les abeilles sont primordiales pour les fleurs du pommier.

Nous avons aussi fait un jeu « Devine ce qu’il y a dans mon sac ». Il y avait trois sacs: un avec des feuilles sèches, des glands et des petits bouts de bois, un autre avec des feuilles vertes et un avec de la terre vivante.
Nous avons compris comment tout cela est transformé par la pluie et les petits animaux. Ce sont eux qui broient tout ça!

Enfin, nous avons étudié les petits animaux: ceux à 6 pattes (insectes); ceux à 8 pattes (arachnides); ceux à 14 pattes (crustacés); ceux à plus de 14 pattes (myriapodes); ceux au corps mou et un pied (mollusques). Ouf! Ça en fait, des pattes!
Nous avons cherché et dessiné certains.

Ces animaux ont un rôle important dans la chaîne alimentaire. S’il en manque un, tout peut dégringoler! Il est donc important de les respecter.

C’est Mael, l’animatrice, qui nous a expliqué toutes ces choses.
Merci à elle! Notre passage à Chapelle-Neuve était super!!!

Compte-rendu écrit par les élèves des classes CE1 et CE2

Eskemm / Partager

Skipailh Pedagogel